Daoulas 1/8 : Unangomz Job-Ronan Even

Setu kentañ lodenn an heuliadenn Daoulas gant Job-Ronan Even :
JR zo un doare tasmant evit bremañ.
N’eus ket pell eo aet d’an anaon… ha setu e spered o plavañ e ti an noter, kondaonet da sellout ouzh e hered o tellezout o lod herez.
Moarvat ne oa ket an embreger-mañ ken sklaer-se e pad e vuhez avat, ha pa vefe en e aferioù pe en e istorioù karantez!
Cheñj a raio e demz-spered a-hed marevezh kentañ Daoulas.

Daoulas, soap-opera mod Breizh

Daoulas, soap-opera mod Breizh, a zo distro war Radio Kerne. Heuliit eil marevezh avanturioù tud ar familh Even, JR, Viviane, Mik-Ael ha Lucky, met ivez Chester, Olga Poliakova, Kaspal Naouej ha Steevie, mui ur guest-star deus ar re souezhusañ : Doue!

Daoulas war Radio Kerne!

Gant :
Mestr Follig : Yann Dilasser
JR Even / Doue / Hencule Pour: Bertrand Thominiaux
Viviane Even : Francine Leon
Mik-Ael Even : Ronan Herve
Lucky : Anna Le Queau
Kaspal Naouej / Steevie : Mikela Le Louedig
Olga/Chester/ an Diaoul : Katell Leon

Keleier ar vro

Keleier eus Breizh a-bezh fardet gant kazetennerien ar pevar radio kevredigezhel e brezhoneg (Radio Kerne, Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened). Ur sell pemdeziek war aktu pevar c’horn ar vro. Evit ar wezh kentañ e vez kinniget ur journal keleier a-seurt se e Breizh. Keleier a galite a c’hello sachañ evezh tud Breizh met ivez an diaspora a fell dezhi gouzout petra a c’hoarvez er vro.