Krouet e 2017 eo bet ar mikro-vagouri Youn ha Solena a c’hell degemer 11 bugel ha berzh ‘neus graet. Katell Leon, unan eus krouerezed ar raktres Youn ha Solena, a fell dezhi bremañ adkregiñ ganti met gant ur raktres brasoc’h c’hoazh. Ur vagouri a zegemerfe 40 bugel en holl. Hiroc’h gant Katell Leon ouzh mikro Marianne Vaidie.
E Liorzh la Fonderie war enezenn Naoned ez eus bet aozet un happening gant ur strollegezh nevez krouet ar CEBEP 44 hag a zo ur c’hollektif evit an deskadurezh e brezhoneg e skolioù publik Liger-atlantel.
Erruet int skuizh gant rektor akademiezh Naoned, bep tro pa fell d’ur skol digeriñ ur c’hlasad divyezhek eo ur sapre afer. Ne zouj ket ouzh al lezenn votet e 2013 a embann splann eo ret aesaat an deskadurezh er yezhoù rannvroel.
6 skol a ginnig un hentenn divyezhek el Liger-Atlantel dija hag 8 skol ouzhpenn a fell dezho digeriñ hentennoù divyezhek er bloavezhioù a zeu, 4 e 2021.
Kroget eo an happening da 11 eur gant ur gentelig tañva d’ar brezhoneg evit ar gazetennerien hag ar c’hazetennerezed.
Da c’houde roet ez eus bet un diplom d’ar c’hêrioù engouestlet evit diorren an deskadurezh brezhoneg en ho kumun.
Hag echuet o deus gant ur brezegennig o lavar e vo kaset dre lizher, en un doare arouezel, kod an deskadurezh da rektor akademiezh Naoned.
Gant Remi Toulhoat, prezidant Divyezh Breizh
Renan Kerbiquet, sekretour ar gevredigezh evit ar gelennerien ha kelennerezed, Kelennomp !
Mallorie Creac’h, skolaerez er skol divyezhek ar Marsauderie e Naoned
Maiwenn Raynaudon-Kerzhero a zo eil penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Embannet he deus e miz Kerzu ul levr anvet “Kenavo ? Petites choses amusantes et étonnantes sur la langue bretonne et les bretons”.
N’eo ket ul levr evit deskiñ brezhoneg met kentoc’h evit kompren ar yezh ha reizhañ mennozhioù pe raksoñjoù diwar-benn Breizh pe c’hoazh istor ar vro hag he sevenadur.
Klez Brandar a zo ur paotr hag en deus beajet kalz en e vuhez, bremañ emañ o chom e Praha e Bro-Dchekia abaoe un nebeud bloavezhioù.
Embann a raio ul levr arzel anvet Lusk Dizehan 06 a-benn nebeud.
Displegañ a raio deomp penaos eo ganet mennozh al levr arzel-mañ ha dont a rimp en-dro war ar pezh en deus graet hag embannet dija.
Rak Klez Brandar a zo ur paotr plijet gant a bep seurt traoù, ar poltriji, ar sonerezh, ar sinema … Nag a draoù da ziskoachañ gantañ.