Bac’het en ti #5

Bac’het en ti gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned ! Kinnig a reomp deoc’h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù fardet deus ar gêr p’eo serret hor studioioù ‘pad an dispell met pas hor mikroioù !
An disingalderioù sokial hag ar virus e Bac’het er gêr gant bugale.
Maelle Colin o foetañ bro e Amerika ar Su rediet da zont en-dro ‘blam d’ar viruskurunenn.
Semmelweis en deus desket deomp gwalc’hin hon daouarn
Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn.
Kinniget gant Morgane Bramoullé, danvez gant Marianne Vaidie, Laetitia Fitamant, Lou Millour ha Melaine Looten.

Pellgargañ an abadenn

Bac’het en ti #4

Bac’het en ti, abadenn ar c’henfinañ gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, produet deus hor saloñsoù.

Hiziv Goulven An Duigoù hag ar c’hrank poker tour, un tournamant poker dre internet, Julia Thépaut a zo o chom e Naoned er mare-mañ ha distro deus Pariz a-raok an dispell ha Flemming hag ar pennisilin.

Agenda ha titouroù pleustrek en dispell e fin an abadenn.

Gant Marianne Vaidie, Laetitia Fitamant ha Morgane Bramoullé.

TON : Marthe Vassallo, An etrebroadel

Pellgargañ an abadenn

Bac’het en ti #3

Bac’het en ti, an abadenn kaset deus saloñsoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned.
Deus buzhug-mor ‘vo kaoz gant Laetitia, gwad ar buzhug mor evit saveteiñ an dud klañv, un tournamant poker er gêr ‘vo kinniget deomp gant Marianne, ‘neus gellet kas he atersadenn gant he enroller, p’eo aozet an darvoud meur en he zi ! Ha Lou ha Melaine a eskemmo diouzthu deus ur sujed a lak ur bern kerent diaes, ar chadenn bedagogel.
Titouroù pleustrek hag agenda an dispell e fin an abadenn !
Kaset gant Morgane Bramoullé.

Pellgargañ an abadenn

Bac’het en ti #2

Bac’het en ti, an abadenn kaset deus tiez skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned.

En enor da Louise Ebrel, aet d’an anaon. Ro vo skañv an douar dezhi.

En abadenn hiziv fardet deus hon tiez e vimp en-dro gant Kami Toulgoat, edukatourez e Lyon dre Skype. Laetitia zo chomet er gêr evit sevel he c’hronikenn diwar-benn Randomma, ul lec’hienn internet a zispak prederioù a-bep seurt. Benjamin ‘neus fiñvet eñ evit gellet atersiñ Kaou Dono, skolaer, dre bellgomz deus studio Radio Kerne.

Pellgargañ an abadenn