Adkroget ganti #9

Gant : Dominique Merrien, Gilles Pennec, Jean-Paul Kerdranvat, Liza Jakez-Vargas

Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loar Gann, en deus roet e sav-poent war embregerezh Elon Musk, SpaceX. Pa grog ar prevez da gemer plas ar stadoù evit beajiñ en egor… Ur sujed gant Tunvezh Vloaguen-Granjean.
E miz meurzh e teue e-maez ‘Koktail ar vuhez’, un dastumad danevelloù gant Gilles Pennec. Bremañ pa c’heller fiñval muioc’h a stal da stal, kit da gaout ho kwerzher levrioù muiañ-karet d’an daoulamm!
Jean-Paul Kerdranvat zo bet miliner evel e dad hag e dad-kozh. Un tañva eus an ‘Divskouarn o Nijal’ a vo kinniget gant Benjamin Bouard disul ha dimeurzh da 12e00 ha da 18e00. Un abadenn a c’heller kaout e podkast dija.
Penaos e c’hoarier gant ar ger ‘biz’ e brezhoneg? Selaouit Liza Jakez-Vargas.
Ha pladañ-dibladañ ‘vo graet gant an albatrosed : gante e c’heller diskoachañ ar besketourien e-maez lezenn.

Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #7

Adkroget ganti an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

Annaick Loizel, ezelez ar strollad Kernavelo e Kemper, diwar-benn plas ar velo e kêr.Gant Tunvezh Wloagen Grandjean.
Camille Diquelou, skolaerez kentañ trede skol Diwan Kemper, da vezañ digoret e miz Gwengolo. Gant Benjamin Bouard.
Leo Gerard-Michel, labourer douar e GAEC La Terre, diwar-benn buhez ar baisanted ‘pad an dispell. Gant Marianne Vaidie.

Keleier gant Tunvezh wGloagen-Grandjean.

Pellgargañ an abadenn

 

Adkroget ganti #6

podkast

Adkroget ganti #6

Adkroget ganti, un abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

Hiziv ‘vimp asambles gant Keven ar Fur digentañ, prezidant an UJAP Family (kevredigezh suporterien UJAP Kemper), deus mikro Tunvezh Wloegen. Mikael Bihannic a vo deus mikro Enora Molac ivez, evit safaret deomp deus ur pezh mell labour a zo bet kaset da benn gant Breizh Sevenadurioù, diwar-benn ar pardonioù e Breizh.

Teir c’hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned ‘zo gant Benjamin Bouard, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant hag ar gronikenn Yec’hed asambles gant Gaelle Pedron ha Tomaz Laken.

Keleier gant Erwan Blanchard.


Pellgargañ an abadenn