Tri zamm keleier evit kronikenn ar miz :
– Poliserien Pariz a lak dronoù da nijal.
– Doareoù da brenañ levrioù er stalioù e-pad an enkaeañ.
– Un ostilh nevez evit aozañ darvoudoù ha strolladoù.
Tri zamm keleier evit kronikenn ar miz :
– Poliserien Pariz a lak dronoù da nijal.
– Doareoù da brenañ levrioù er stalioù e-pad an enkaeañ.
– Un ostilh nevez evit aozañ darvoudoù ha strolladoù.
Kalz a zivizoù hag a dabutoù a zo diwar-benn ar 5G, studiomp a dostoc’h petra an hini eo ha petra a vez rebechet d’an deknologiezh-se.
Savet ez eus cheu etre daou embregerezh bras : Epic Games, diorroerien Fortnite hag Apple, merk brudet an aval chaoket. Pelec’h emañ interest an daou strollad avat, evit frankiz an diorroerien pe un afer arc’hant hepken?
Gwenn Meynier a ginnig deomp LABOUS WEB, ur gronikenn da lakaat ar gaoz war an teknologiezhioù nevez, evit kompren un tamm gwelloc’h penaos ec’h a en-dro ar bed niverel tro-dro deomp ha prederiañ diwar-benn e implij.
Stop Kovid sed aze un arload nevez ganet evit “stourm” a-enep d’ar viruskurunenn. Penaos ez a en-dro ? Hag-eñ eo gwarezet hon daveennoù hiniennel ? Gwenn ‘neus dielfennet an arload-mañ.