Setu distroet e studio Radio Naoned goude daou viz bac’het (pe tost) er gêr ha div abadenn enrollet e saloñs hor c’hamalad Mouli.
Met setu erruet fin ar bloaz ivez, poent klozañ ar c’houlzad, hag e rimp gant levenez dindan heol Naoned : Sea Sex and Sun (sun = an heol, ha n’eo ket ar gazetenn).
Tangi, Mouli, ha Maël zo tro-dro d’an daol-gont c’hoazh, ambrouget gant Guillaume Phil Geko hiziv !
Beajiñ a rimp ganeoc’h e-pad un eurvezh war-zu bro-Saoz, Iwerzhon, Kalifornia, da gas deoc’h tonioù punk, oi!, post-punk, pe surf blaz ar vakañsoù ganto.
Ur blijadur eo bet deomp kas an abadenn adalek miz Gwengolo, amañ ‘vimp en distro skol ‘vit un eil koulzad !
Da glevet en abadenn :
DEAD KENNEDYS – Holiday in Cambodgia
THE RAMONES – Rockaway Beach
THE RAMONES – California Sun
THE RIVIERAS – California Sun
DICK DALE & HIS DEL-TONES – Surf Beat
THE SURFARIS – Wipe Out
THE UNDERTONES – Get Over You
THE UNDERTONES – Here Comes the Summer
VIOLENT FEMMES – Blister in the Sun
GANG OF FOUR – At Home (He’s a tourist)
COCK SPARRER – The Sun Says
THE STRANGLERS – Always the Sun
LES RATS – Tequila
BODY COUNT – Cop Killer