Er gêr c’hoazh eo bet enrollet an abadenn met e Roazhon, kêrbenn Breizh (‘giz ma lâr tud ‘zo), ar wezh-mañ ! Tangi zo bet o skwatiñ saloñs Maelig da lakaat ac’hanoc’h da zizoleiñ strolladoù al label “Et mon cul c’est du tofu ?” a chomo a-sav ‘benn nebeut. Kit da furchal war o lec’hienn (MONCUL.ORG | ET MON CUL C’EST DU TOFU ?), o werzhañ ‘maint ar pladennoù-du a chom ganto : profoù a galite me lâr deoc’h. Post-punk ha traoù iskisoc’h ‘vo klevet ‘pad un eurvezh, hep disoñjal tonioù e-koun Doue ar vell-droad.
Da glevet en abadenn :
Puntas de acero – Maradona
Gomme – I’m a virus
Lassie -Zegway Cop
Deaf Chonky – X-Ray Baby
Artic Flowers – Whipe And
Hinin – Dernière sommation
Accidente – La revuelta real
Zone Infinie – Des sales nuits
Tôle Froide – Théo
Radical Kitten – Sorry
Nunofyrbeeswax – Glitch
Chafouin – Fin de monde
Llamame la muerte – Where sun is spreading shadow
Gym Tonic -Tourists of Death
Maradona – La mano de dios