Kathleen ha Florine : An dreuzvevadurezh
Ar bloaz-mañ o deus kenlabouret Radio Naoned ha Skol an Emsav evit kinnig d’ar stajidi ha stajiadezed ober anaoudegezh gant micherioù ar radio. Plijadur o deus kemeret o teskiñ sevel ur gronikenn, frammañ ; kaozeal er mikro, sevel blenier un abadenn.
Ha deuet eo brav ganto, pemp abadenn vo da selaou liesseurt o danvezioù.
Ha setu abadenn Kathleen ha Florine a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn an dreuzvevadurezh.
Tag: An
Skol an emsav er mikro #1 gant Guy ha Mathilde
Guy ha Mathilde : Ar sonerezh e divskouarn ar vugale
Ar bloaz-mañ o deus kenlabouret Radio Naoned ha Skol an emsav evit kinnig d’ar stajidi ha stajiadezed ober anaoudegezh gant micherioù ar radio. Plijadur o deus kemeret o teskiñ sevel ur gronikenn, frammañ, kaozeal er mikro, sevel blenier un abadenn.
Ha deuet eo brav ganto, pemp abadenn vo da selaou liesseurt o danvezioù.
Ha setu abadenn Mathilde ha Guy a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn implij ar sonerezh hag ar c’hanaouennoù gant ar vugale.
Tud aterset :
Mallorie Creac’h
Maryvonne berthou
Skolidi ar Marsauderies
Ar Merc’hed en Istor Bras 2
Soñj ‘peus, warlene oa kinniget deoc’h un abadenn diwar-benn Merc’hed en Istor Bras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din skignañ. Setu neuze an eil !
En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-vor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ ‘noa lâret e oa dañjerus al louzoù-amprevaned, hag evit echuiñ, ur plac’h a orin deus ar vro : Joséphine Pencalet, deus Douarnenez, ar vaouez gentañ a voe dilennet e Frañs. War-sav merc’hed neuze !