Ur songarour eo DJ Bren. An tekno, Acid, an House hag an Hard music a zo ar stiloù-sonerezh a blij dezhañ ar muiañ.
Plij a ra dezhañ rannañ gant karantez e dibaboù gant an holl.
O klask emañ memes tra bezañ war evezh gant an arvesterien.
Chom hep koll an dud evit desachañ an holl.
Hag o cheñch emañ e setoù atav. Etre ar mintinvezhioù dous, tommder fin an abardaevezh pe c’hoazh an nozvezhioù fromus …
Hervez an eur DJ Bren a ginnig sonadegoù disheñvel mik.
Ret eo lakaat an dud da fiñval da zañsal. Ne vez ket sonet neus forzh petra evit neus forzh piv setu leitmotiv DJ Bren.
Tag: brezhoneg
Flik ha Folk #10
Spi ‘m eus e oa brav an Hañv hag ar vakañsoù ganeoc’h. Echu rouzañ dindan an heol ; poent eo distreiñ d’ar vuhez !
Hag evel-just adkregiñ selaou ouzh ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk, an abadenn« Flik ha folk »!
Hiziv e vo mesket a bep seurt tonioù a-benn dihuniñ ho pennoù, hanter-gousket gant an ehan hir-se. Un abadenn gouestlet dreist-holl da Vro-Amerika.
Ma ya, estreget traoù nul a zo er Stadoù-Unanet evel Trump pe ar boued-fall.
Bout zo ivez ar folk hag ar blues !
Prest da veajiñ e Bed ar sonerezhioù-se ? Digoret eo ho tivskouarn ?
Deomp de’i neuze !
An Hippied
Evit abadenn an distro-skol 2021 eo bet dibabet kontañ deoc’h istor emsav ar blev-hir, an hippied rak sur, oc’h bet o riboulat er festivalioù en-dro e-pad an Hañv ! Deus pelec’h e teu an emsav-se ? Perak eo bet (hag emañ c’hoazh) ken brudet er Bed a-bezh ?
Ha dreist-holl petra a chom deus ar soñjoù-se. Hag evel-just e vo selaouet ouzh tonioù sonerezh ar mareoù-se.
Deomp de’i neuze !
Ar priñs e bluñve
E menezioù Tibed e koll teir c’hoar ar vualez a oa o holl binvidigezh.
Kejañ a reont gant ul labous gwenn a doull kaoz ganto.
Met piv eo al labous-se ?