Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Hiriv e kendalc’himp gant Leo Gefard-Michel da zeskiñ penaos mirout greun al legumaj evel an avaloù-douar da skouer.
Camille Kergoat he deus digoret ur stal nevez a-drak e-kreiz Ker Naoned.
Produioù evit ar c’hroc’hen, evit ar menaj pe ar skaotaj a zo da werzhañ ha da ziskoachañ evit ar re ne reont ket c’hoazh o frenadennoù zero lastez.
Tud ‘zo zo gouest da lâr “Forzh penaos n’eus ket bet komzet brezhoneg biskoazh e Naoned !”. Gevier tout ! Bertrand Luçon ‘zo sot gant al lec’hanvadurezh. Kaset ‘neus da benn ul labour enklask war an anvioù lec’h e Bro-Naoned dre forzh studiañ ar c’hadastroù kozh ‘neus kavet roudoù yezh e-leizh un tamm pep-lec’h el Liger-Atlantel. Peadra da ziskouez ‘zo bet komzet brezhoneg amañ, ha da embann ul levr zoken “Noms de lieux bretons du Pays Nantais”. Deuet eo neuze da gontañ da Varianne munudoù e labour prizius.