Setu hoc’h abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha Bluegrass. Ha na plijus eo selaou ouzh sonerezh pa n’haller ket mont da riboulat er sonadegoù pe er gouelioù-meur !
Hiziv, evit an 9vet abadenn e vo beajet er Stadoù-Unanet, e Bro-Ganada, e Bro-Saoz hag amañ e Breizh, e Liger-Atlantel. Ha selaouet ‘vo ouzh un tamm soul evit ur wech !
Prest da veajiñ ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Tag: Bzh
Mirout had al legumaj
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Léo a zispleg deomp penaos mirout had al legumaj pe ar frouezh evit ar bloaz da zont, gant peseurt legumaj eo aes d’ober ha gant ar re n’eo ket.