Ur plac’hig a zo marlonk evel ur silienn-vor a dec’h ganti un asiedad leun-barr gant boued lipous. Kaset gant he lontegezh e tegouezh en ul lec’h pell diouzh ti he mammig, ha dañjerus-kenañ.
An dourlestr aour
Ur roue a gav ur vlevenn e-mesk e varv. Kement-se a gaso da gemer divizoù spontus evit poblañs e rouantelezh.
Ar plac’h lemm he spered
Un aotrou a chome dizimez peogwir e soñje gouzout pep tra diwar-benn an dud hag an doare d’ ober ganto. Ne anaveze ket merc’h ar botaouer.
Marcuccio ha Parmiero, an daou vreur, en em gav dre hentoù disheñvel e rouantelezh Prad Meur. Pep hini a ra burzhudoù diouzh e du war-lerc’h bezañ bet en arvar da goll e vuhez. Hag ez echu mat an traoù pe get ?
Ur sorbienn inuit eo. Ur plac’h na fell ket dezhi heuliañ an hengoun hon lusk e troioù kaer ha souezhus.