Ur sorbienn dastumet e Bro-Skos, kozh Noe ha mil anavezet er bed bras adal an amzerioù koshañ.
Penaos o sellout ouzh ur vran e c’haller en em gavout en un aridennad darvoudoù eus ar souezhusañ.
Ur sorbienn dastumet e Bro-Skos, kozh Noe ha mil anavezet er bed bras adal an amzerioù koshañ.
Penaos o sellout ouzh ur vran e c’haller en em gavout en un aridennad darvoudoù eus ar souezhusañ.
Penaos e teu ur paotrig eus Afrika, speredek ha gwidreüs, a-benn eus un enebourez c’halloudus. Diwallit, ne vo ket tener an traoù…
Ur sorbienn mil anavezet dindan stummoù disheñvel : Meudig, Hansel ha Gretel. Perak eo bet kollet ar vugale er c’hoad avat, ha penaos ez int en em dennet eus an enkadenn ? Marteze e vo kavet aze un tamm respont.
Distro ar bleunioù
Bez e oa ur vro hep bleunioù. Bez e oa anezho en istorioù met hag e oa anezho evit gwir ? Ur paotr bamet dirak kened bleunioù an istorioù a ya d’ o c’hlask.
Nyanya
Nyanya he deus ur breur bihan seizet. Ober a ra pep tra evitañ, hogen un deiz e timez hag e lez he breur e-unan-penn. Petra a c’hoarvezo ganto ?