Gouzout a ra an holl eo mat ar sport evit yec’hed an dud. Sklaer eo e vefe d’an dud ober sport met tud ‘zo n’int ket entanet kement-se pa erru poent lakaat ar c’higennoù, ar galon pe ar skevent da labourat.
Noah, Damien hag Ambre ‘zo bet oc’h atersiñ tud laouen oc’h ober sport ha reoù all nebeutoc’h.
Aterset o deus :
– Sylvain Perron : Rener ha kelenner er skolaj
– Gireg Ar Gevel : Rener ha skolaer e skol Diwan Sant-Ervlan
Ar sonerezh RAP eo an doare sonerezh selaouet ar muiañ gant ar re yaouank an deiz a hiziv.
RAP a bep seurt doare a vez moaien kavout war an internet, ar RAP n’eo ket ken un doare muzik nagenner hepken evel ma oa er bloavezhioù 90.
C’hoant o deus bet Ethan, Loann ha Dwen da atersin kanerien RAP e brezhoneg da c’houzout peseurt sav poent o doa int war cheñchamantoù ar stil sonerezh-mañ.
Aterset o deus :
– SAWA
– Soig Loquet (eus ar strollad Harzus)
Cheñch dicheñch e oa bet ar reolennoù an devezhioù paseet ! Koulz lavaret e oa luziet aozañ un distro-skol seder. Mouchañ frioù ar vugale gant ur maskl adalek 6 vloaz, enoriñ memor Samuel Paty… Kemend a draoù divoaz !
Gireg Ar Gevel ‘neus kontet da Varianne Vaidie penaos eo bet tremenet an traoù e skol Diwan Sant-Ervlan. Hag a-benn ar fin n’eo ket bet re ziaes !
Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c’halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegen direizh eo stad an traoù. Xavier Grimault zo tad er skol ha perzh eus skipailh BEV : Brezhoneg Evit ar Vugale, ar c’huzul skoazell a glask rastellat arc’hant evit lakaat ar skol da vont en-dro. Testeni a ra d’an diaesterioù arc’hant liammet eus ar fed ne vije ket paeet ar skodenn-skol.
Ur skipailh dileuridi ha dileuriadezed a oa sañset bezañ degemeret gant Rektor Naoned. Gireg Ar Gevel skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan a lâr hiroc’h deomp eus disoc’h an emgav-mañ.