– Ar rapour Snoopy Snoop diwar-benn e vikstape Movies.
– Ar gronikenn Labous Web gant Gwenn Meynier : An traezoù kennasket
-Testenioù Maouezed : Léa Pennober en karg eus an tutañ etrebroadel er skol Audencia e Naoned
– An ton Cancale gant ar ganerez Jeanne Bonjour kinniget deomp gant Morgane Cotten
Teknologiezhoù nevez ‘zo a c’hell bezañ efedus ha talvoudus, ha reoù all a c’hell bezañ nac’hus pe dañjerus zoken. Gwenn Meynier, prezidant ar gevredigezh An Drouizig hag a-youl vat evit Radio Naoned a zo ‘vont da zisplegañ deomp peseurt teknik a vez implijet evit anavezout dremm an dud gant ur c’hamera da skouer. E-kerzh an enkadenn yec’hed, embregerezhioù ispisializet war an teknologiezhoù evit anavezout an dremmoù a zo bet lakaet diaes gant ar fed ‘veze lakaet ur maskl gant an dud abalamour d’ar c’hovid. An algoritmoù ne blij ket kalz dezho ar maskloù hag eo gwashoc’h c’hoazh gant al livaj dremm.
Bewech ma vez prenet ur benveg gant ur gartenn vemor pe un doare all da enrollañ sonioù pe filmoù eo ret pareañ un taos war an eilad prevez. Met daoust a rankout a rafed paeañ an taos-se war binviji a eil-dorn ?
Kevrinus ha luziet eo bed ar “blockchain”, ha n’eo ket an elfenn nevez-deuet anvet “NFT” a lak an traoù da vezañ sklaeroc’h. Milionoù a zollaroù a vez eskemmet abalamour d’an dra-se koulskoude. Klaskomp kompren penaos ha perak ec’h a en-dro ar rouedad-se neuze.