En amzerioù koshañ eo bet lonket Heol ha Loar gant ur roñflez. Ha neuze, a-belec’h e teu an Heol hag al Loar a anavezomp hiziv ?
En amzerioù koshañ eo bet lonket Heol ha Loar gant ur roñflez. Ha neuze, a-belec’h e teu an Heol hag al Loar a anavezomp hiziv ?
Mesaer Krouac’han a oa dezhañ tri mab. Tost da vervel e c’halv pep hini anezho da c’houzout hag e kemero unan anezho ar mesa e Krouac’han. Unan anezho en deus graet ha c’hoarvezet eo gantañ troioù souezhus. Ur gwir sorbienn hud.
Diaes eo ar vuhez pa vezer ur c’had a varv gant an aon rak pep tra, rak netra. Da belec’h mont ? Dre chañs en deus Wabasso ur mignon, ar vran veur.
En e gavell e oa endeo Samnoun ur chaseour a-zoare. Divizet en deus mont da chaseal an tri heol a graze an douar, ha graet en deus mat.