Setu daou bried yaouank oc’h echuin da goaniañ. Tro piv eo torchañ al listri ? N’emaint ket a-du. Neuze e tivizont e vo d’an hini a gomzo ar c’hentañ d’ober al labour. Nebeut a dra eo ? N’eo ket sur !
Arc’hant an hini kozh
Madoù an hini kozh zo bet rannet etre e vugale. Chom a ra e ti e verc’h a ra war e dro. An amzer a dro hag he merc’h aet skuizh gantañ a grog da vezañ displijus. Petra ober ?
An hini gozh digroc’henet
Ur vamm a vir er gêr ur verc’h divalav-tre. Un deiz e tremen dirak o zi mab ar roue.
Yann en deus ur vuoc’h. An Aotroù a lazh e vuoc’h. Ha spontus eo evit Yann ? N’eo ket, Yann ‘zo un den laouen e spered. Kemer a ray plijadur o c’hoari troioù d’ar mestr, hag erfin e vo pinvidikoc’h eget ma oa a-raok bezan kollet e vuoc’h.
Ti-Jean ‘zo nebeud a dra evit e vestr. Ne ra forzh, c’hoari a ra troioù dezhañ. Bourdoù hag a gaso e vestr da netra.