Tud ‘zo en em vodet e karter Dalby e Naoned da sevel ur c’henstroll nevez “Les Soupes Solidaires”. Gwech ar sizhun e vez fardet boued ha roet digoust d’an neb ‘nije ezhomm. Evit ma vo padus an intrudu o deus ezhomm tud ar c’henstroll donezonoù boued met ivez maskloù pe testenioù dilec’hiañ. Mael zo bet o reiñ dorn er soubennoù kengred, lavarout a ra da Varianne Vaidie ar perak hag ar penaos eo bet krouet ar strollad-mañ.
Setu erruet an diskar-amzer ha liv ar velkoni a-raok ar mizioù du gant eil abadenn JABADAO!. Hiriv e vo klevet strolladoù rock dispar eus ar bloavezhioù 80 (GLORIOUS DIN, TELEVISION PERSONALITIES, THE MODERN LOVERS), raleteoù ar bloavezhioù 70 (RICHARD AND LINDA THOMSON, INDEX), mojennoù istor ar muzik (MARIANNE FAITHFUL, THE VLEVET UNDERGROUND), met ivez traoù nevesoc’h gant STRANDED HORSE, LEWSBERG, EERIE WANDA hag evit echuiñ un ton folk klasel gant DONOVAN.
Ur pennad-skrid diwar-benn GLORIOUS DIN https://www.brain-magazine.fr/article/news/31630-Tresor-cache-Glorious-Din
Atersadenn ur paotr en deus skrivet ul levr diwar-benn Daniel Treacy (TELEVISION PERSONALITIES) https://gonzai.com/television-personalities-la-vie-cramee-de-lange-dan-treacy/
STRANDED HORSE – What difference does it make?
MARIANNE FAITHFUL – With you in mind
RICHARD AND LINDA THOMSON – Withered and died
THE MODERN LOVERS – Hospital
GLORIOUS DIN – Stilt walkers
GLORIOUS DIN – Cardboard boxes
INDEX – Fire eyes
LEWSBERG – The smile
EERIE WANDA – I am over here
TV PERSONALITIES – Part time punks
THE RACONTEURS – Now that you’re gone
THE VELVET UNDERGROUND – Pale blue eyes
DONOVAN – Catch the wind