Denoan a zo ur strollad festoù-noz a Vro-Naoned. Tri den zo er strollad.
Benoit Lardière paotr an akordeoñs, Guillaume Audran gant ar gourbiolin hag Olivier Chené er vandolinenn.
Embannet o deus o fladenn gentañ. Benoit Lardière a zo tremenet e studio Radio Kerne Naoned evit lavar hiroc’h da Varianne Vaidie.
Ultra Violette a zo ken-diazezerez ar strollegezh Conne Action. Kanerez hag O seniñ gitar-boud emañ hi en ur strollad Punk-rock anvet HHM Juliette he deus kroget da viksañ adalek 2007.
Diwar tonioù sonerezh ha n’haller ket parraat an DJez Ultra Violette a glask sevel setoù doare Dancefloor gant fromoù brav atav.
Ur banne heol hag ur veaj er su hiriv, gant strolladoù kozh ar bloavezhioù 60/70. Klevet e vo pennoù meur ar c’humbia (Sonora Dinamita, Los Destellos, Los Sapis), ur strollad deus enezenn Haiti (Les Fantaisistes de Carrefour), un ton reggae (Althea & Donna), un arzour deus Bro Gameroun (Hamad Kalkaba), ur strollad turk (TPAO Batman Orkestrasi), muzik HIGHLIFE deus Afrika-du (Celestine Ukwu, Vis-avis), Soukous hag a zeu deus Afrika ivez (Dr Nico, Franklin Boukaka) hag e echuimp gant un ton brav kanet gant Joez Strummer.
SONORA DINAMITA – Eco en stereo
LES FANTAISISTES DE CARREFOUR – La femme
ALTHEA & DONNA – Uptown Down Ranking
HAMAD KALKABA – Astadjam dada sare –
CELESTINE UKWU & GIS PHILOSOPHERS NATIONAL Okwukwe na nchezkwube-
LOS DESTELLOS – Cumbia del desierto
TPAO BATMAN ORKESTRASI – Kara Torak
DR NICO – Tu m’as décu chouchou
FRANKLIN BOUKAKA – Na ye na lisano
VIS-AVIS – Obi agye me dofo
LOS SAPIS – Amor imposible
Ar miz-mañ e vo diskoachet an DJ Cedric Sheva.
An DJ a-orin eus Brest a zo lesanvet Corsen evit e viksoù live Deep Tekno pe c’hoazh an anv Atlantic a vez roet dezhañ pa son gant e gomper Midside. Cedric Sheva a zo plijet gant an tekno met ivez gant an house hag an disco.
Hag alies e vez klevet ar paotr o seniñ a bep seurt stil sonerezh, sonioù tomm betek ar beatsoù labouret mat.
Ezel eus ar strollegezh Radio Lune eo ha gwelet ‘vez alies mat war leurennoù Brest. Cedric Sheva a embanno a-benn nebeut EPoù nevez gant al label Labyrinth Records e Londrez.