Gwelatz Adeux a zo en ur raktres nevez anvet B.R.E.T.O.N.S ha n’emañ ket e-unan. Gant ar strolladoù The Kervegan’s, Digresk, izili eus Soldat Louis, pe c’hoazh ar strollad Armens o deus prientet un arvest eus ar c’hentañ. An tonioù brudetañ eus ar strolladoù a vo sonet ganto met ivez tonioù AC/DC pe c’hoazh Dropkick Murphy’s ha souezhadennoù a vo evel-just.
Deomp ur wech all war-zu ar Geltia ha bro-Iwerzhon war roudoù ar strollad eus Dullen LANKUM. Klevet e vo tonioù ganto (The Wild Rover, Sergeant William Bailey, Hunting the wren), un ton gant o strollad kozh LYNCHED (Off and runing), ur ganerez a blij din kalz LISA O’NEIILL (Rock the machine, Hunting the wren), ar c’han ganti ha gant ezel Lankum RADIE PEAT (Factory Girl), ar c’houplad merc’hed VARO (As I roved ou), ar c’houplad paotred YE VAGABONDS (The foggy dew), hag evit kregin gant levenez THE POGUES.
FEM, DJ a-vro Roazhon anezhañ, a zo unan eus an arzourien vrudetañ war leurenn Breizh.
Abaoe 10 vloaz emañ oc’h aloubiñ leurennoù ar vro en ur lakaat war-wel sonerezh a bep seurt. Levezonet eo gant ar wagenn sonerezh eus Detroit, e sonerezh dezhañ a zo etre an tekno hag ar groove ha lakaat a ra an holl da zañsal da vat.
Laurent Garnier hag ar re all ne chomont ket etre daou evit seniñ e viksoù.
E skiant-prenet war an dancefloor ‘neus kaset anezhañ da seniñ e pep lec’h e Bro frañs, evit festivalioù bras evel Astropolis, Transmusicales pe c’hoazh Panorama, hag e kluboù mojennel evel Le Rex, L’Iboat pe c’hoazh ar 1988 Live Club hag ar Warehouse.
Kozh ha yaouank, bras ha bihan, bloavezh mat deoc’h a reketan : labour didorr, boued tomm ha poazh, kig-ha-farz a grabadennoù, a-hed ar vuhez kalon laouen ha dreist-holl ma vo eürus ho planedenn !
Prometet ‘moa, abaoe pell, d’am flac’h Madalenn, 12 bloaz, lakaat tonioù a blij dezhi. Ma, neuze, evit kregiñ ar bloavezh nevez e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt dibabet ganti. Un tamm rockoc’h e vo neuze !
Ma, evit poent, aze’it en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze evit abadenn Madalenn !