Evit an abadenn ziwezhañ e vo klevet Dj Furious K ha Papa1000 hag o deus fardet ur viks a-ratozh evit Radio Naoned.
An daouad ‘zo krouerien ar Boom Bus Mortal Cobra, ur seurt karr-boutin kinklet brav hag a vez gwelet kazi bep bloaz bremañ e festival an Erer Kozh.
Ha setu bremañ gant o skiant-prenet lemm war an aergelc’hioù dibar e kinnigont deomp Srabs Music from Future Middle Eastern Region Redgold and green electronic technosounds selection.
Rudval eus Infinity Creation a ginnig e viks deomp.
Ganet e Kemper gant orinoù a Vro-Vartinik. Rudval ‘zo e anv gwir Valère. Abaoe 2000 emañ eñ o seniñ evel Dj. Krog e oa da seniñ gant ur stil Ragga Jungle, Drum & Bass e bed underground Penn-ar-Bed e-barzh an tavarnioù, ar c’hluboù pe gant mignoned. Emezelañ a ra goude-se e meur a strollegezh ha kregiñ a ra da seniñ gante e kornog ar vro. Tamm-ha-tamm e kerzh e deiziadoù e klask seniñ doareoù nevez evel ar sonerezh House hag an tekno.
Distreiñ a ra da Naoned adalek 2009 hag aze e raio anaoudegezh gant e genseurted, ganto e vo krouet ar strollad PHILADELA, hag a vo kinniget da dud ar Bassmusic hag an Dubstep betek 2013. Hiriv emañ Rudval programmour arzel e meur a lec’h, Dj e-unan-penn pe gant e vignon Zeppo.
Kinnig a ra deomp ur set doare afro-house, Techno-groovy pe c’hoazh blazioù sonerezh a bep seurt.
Visualize zo un eus ar re o deus krouet ar c’henstroll ha kevredigezh ScratchLAB. Kensavet ‘neus ivez ar raktres Kontrol Yo Handz e Naoned. Pal an traoù-se eo brudañ sevenadur an Turntabism (ger krouet e 1995 gant DJ Babu evit an arz da implij ar platinoù vinyl evel ur benveg sonerezh) hag an Djing. Evel ar pennoù brudet evel DJ Q-Bert, A-Trak pe DJ Craze.
E 2011 ez eas ar maout gant Visualize e Battle Thr3estyle e Roazhon, anezhañ ur battle gwall anavezet dre ar bed !
Krouer Turnbalist abaoe ouzhpenn 15 vloaz ha sot gant ar “beatoù” eus ar re smouthañ d’ar re drummañ, hemañ ‘zo un DJ liesseurt da vat (gant gwriziennoù Hip-hop) oc’h emdreiñ atav. Profañ a ra ar gwellañ eus an Hip-Hop hag eus ar Bass Muzik.
E sevenadur ha dibarded e zibab sonerezh a gont e istor d’hon divskouarn. Gant un disoc’h « So Dancefloor ».
Hejañ a ra al leurennoù brudet evel an Ubu e Roazhon, ar Batofar e Pariz, ar Stereolux hag ar Warehouse e Naoned, an Antirouille e Montpelier hag ar Molotov e Marsilha met ivez festivalioù evel Astropolis, Couvre Feu, Hip Opsession pe c’hoazh Paco Tyson.
N’eo ket na re sklaer na re deñval krouadennoù ha miksoù Lou Berlinger. Koulskoude o deus dassonioù an hiraezh hag ar velkoni a-drugarez d’he levezon er minimale pe en teckno. Goude bezañ bet embannet daou EP e Arc’hantina « So warm » da gentañ gant al label Monet Records ha « Darkness Also Matters » asambles gant Microefera war Holographic Records, e krog gant un droiad en Europa. D’ar mare-se e vo pedet da seniñ e Live er Wilde Renate e Berlin, er Batofar e Pariz hag en Iboat e Bourdel. Distroet da Vro-C’hall e 2016 en em stalio e Pariz da gentañ hag e Naoned da c’houde. Aze e cheñcho penn d’ar vazh ! Dilezet he doare seniñ hag e raktresoù evit mont war-zu an Dub Tekno. Pe e live gant he mekanikoù pe o viksañ e plij da Lou seniñ tonioù bout a heklev, dronioù froumus, ha padoù silet. Lakaat a ra hec’h arvesterien hag hec’h arvesterezed da flodiñ ha da veajiñ. Da belec’h ? Homañ hepken a oar.