Brice Sevin pe GARAK e anv leurenn ‘doa graet anaoudegezh gant ar sonerezh elektronek e penn kentañ ar bloavezhioù 90. Da 14 vloaz en deus e biligoù kentañ hag e lak un troad e bed an tekno awenet mat anezhañ gant Detroit, Berlin ha Pariz.
Aet kuit e-pad 12 vloaz da galedonia-nevez, GARAK a ro dorn da ziorren leurenn ar Pasifik. Aozer nozvezhioù ha festivalioù e sono hag e raio liammoù mignoniezh gant kalz a arzourien : Agoria, Oniris, Manu Le Malin, Electric Rescue, Sonic Crew, Guy J, Dj Oil, Guy Mantzur, Kevin Di Serna, Doctor Flake. Er bloavezhioù-se e raio GARAK e ved dijital dezhañ ur bed don ha flour…
Tost ouzh bretoned Astropolis e vo pedet da 24re gouel evit klozan an abadennoù Beau Rivage x Piknic Electronik dirak miliadoù a dud.
Deuet d’ar vro en-dro hag anavezet mat anezhañ e embann d’ar seizh avele broduksionoù o sinan gant labelioù evel Naeba Records pe Unstuck Musik. Ha n’eo ket echu c’hoazh.
Tag: Ribines Records
Ribines Records : Jerome Aka Medrol
Abaoe m’eo yaouank tout eo bet maget Jerome Aka Medrol gant ar sonerezh. Mab bihan yves cariou, anezhañ kaner kan ha diskan e kreiz Penn-ar-Bed, e krog Jerome da skeiñ e dreid ouzh ar plañchod er festoù-noz asambles gant e dadig-kozh. Un nebeud bloavezhioù goude en em gav o seniñ toumperezh e strolladoù reagge, ska ha rock ‘n roll. Diwezhatoc’h avat e raio anaoudegezh gant bed ar sonerezh elektronek… DJ er c’henstroll Atomix e Mayotte, en em staliañ a ra Jerome en e gêr orin, Brest e lec’h ma krou ar c’henstroll Epistaxis asambles gant e gompagnun, The Grand Master Der ! Distroet da donioù “furoc’h”, eus an Indie Dance d’an Techno, eus an Tech House d’ar Break Beat, dont a ra da vezañ arbennik war an After Kitchen gant e vignoned Azeria ha Rudz.
Ribines Records : Hads ha Seydou
Hadz ha Seydou eus ar c’henstrollad TK2 (strollad DJed / produerien a Vro-Naoned) zo sot gant an drum ‘n ‘bass abaoe bloavezhioù.
Skignet o deus o sonioù e meur a davarn pe glub ha sonet o deus gant anvioù-meur al leurenn etrevroadel.
Troet war un drum ‘n ‘bass deep ha nerzhus, bepred o klask tonioù nevez a c’hell bezañ degaset gant ar sonerezh-mañ, setoù teknikel ha prientet eus ar gwellañ…
Degemer mat en o bedig.
Ribines Records : Miks Møebius
MØEBIUS:
A orin eus Brest ha DJ abaoe 1995, hemañ ‘zo sot gant an abstract hiphop, an turntablism, an IDM hag an tekno.
Peurlipat a ra e DJsets en un doare livet gant takennoù Downtempo, Electronica ha Tek / House.
Goude 8 vloaz tremenet er Pasifig, krouer ar strolladoù NOMAD SOUL PROJECT ha KOSMOPOLITE MUSIC e Nouméa, dont a ra da Naoned evit kenlabourat gant RIBINES RECORDS.
Fenoz ‘neus fardet deoc’h un DJset Deep House kompozet gant arzourien evel Kollektiv Turmstrasse, Maribou State, French 79 ha kalz a reoù all…
Ur veajig egoramzel gant kensonegezhioù turkvaen.
Gall’ a rit selaou holl miksoù MØEBIUS gant MIXCLOUD !