En abadenn Tarzh an Noz fenoz :
– Laurie Le Brouster a-youl vat evit ar GASPROM a zispleg deomp mont-en-dro hag obererezhioù an aozadur.
“Welcome” setu anv an abadenn radio savet gant ar repuidi bep miz e-kerzh an atalieroù radio buhezet gant Laurie hag ur gazetennerez all.
– Desaver Buzhug : Léo a zispleg hiroc’h deomp war an dour, pegoulz lakaat dour, penaos gouzout hag-eñ e vez ezhomm dour gant al legumaj.
– Eil rann omp heuliadenn kinniget gant Morgane Cotten :
Diskoachañ ker Roazhon a-dreñv daoulagad Lena Louarn.
– Hag un ton all da selaou gant ar strollad Inüit