Da glevet en abadenn fenoz :
– Visant Roue, rener pol studi ha diorren e Ofis publik ar brezhoneg a zisplego deomp peseurt doare stummadur a vo kinniget d’an dilennidi d’ar 24 a viz Gwengolo en Henbont
– Diskouez din: ur gronikenn nevez da reiñ mennozhioù diskouezadegoù deoc’h e Bro-Roazhon ha Bro-Naoned. Hiziv e vo kaoz eus “Mes années 70, clichés de campagne” e ekomirdi Roazhon
– Pevare rann hon heuliadenn kinniget gant Morgane Cotten : Diskoachañ ker Roazhon gant daoulagad Lena Louarn.
– Hag un ton all da selaou gant ar strollad Inüit