Offre d’emploi

Anv ar post : Animatour·ez / Teknikour·ez / Sevenour·ez (ATR)
Leun amzer
Coefficient 137 (convention de la radiodiffusion)
Gopr : 1749,19€ kriz
Lec’h labour : Sant-Ervlan (44)
Kevrat termenet 1 bloaz a c’hello mont da gevrat didermen
O kregiñ an abretañ ar gwellañ

 

Radio Kerne-Naoned a zo o klask un den evit sevel abadennoù ha buheziñ ar skipailh tud a-youl-vat e Sant-Ervlan. Kenlabourat a raio gant an animatourez staliet e Roazhon.

 

Perzhioù ispisial ar post labour :
An den a c’hello labourat abred diouzh ar mintin pe diouzh an noz hag e-kerzh an dibenn-sizhun a-wechoù
Kargoù labour :
prientiñ ha kas da benn atersadennoù ha reportajoù
frammañ abadennoù
skrivañ kronikennoù hag abadennoù
kehentiñ dre ar web diwar-benn an abadennoù graet
buheziñ ar skipailh tud a-youl-vat
Barregezhioù :
gouiziegezhioù eus ar c’hazetenniñ
barrek gant an urzhiaterezh hag ar poelladoù frammañ pe prest da zeskiñ
brezhoneg brav komzet ha skrivet
Yezhoù all komzet deuet mat

 

Un den kurius, emren, youlek, prest da zeskiñ ha gouest da gemer intrudu emaomp o klask
Traoù ouzhpenn :
Aotre bleniañ + oto ret

 

CV ha lizher emginnig da gas a-raok an 06/03/2022
da : morgane@radiokerne.bzh ha melaine@radiokerne.bzh

Les commentaires sont fermés.