En em gavet eo Juliette Cabaço Roger ha Gwenvaël Delanoë e Skolaj Diwan 44 evit un abardaevezh eskemm gant ar skolajidi.
Un digarez brav da lakaat un tokarn war hon divskouarn ha da gemer mikroioù.
Setu neuze un abadennig dindan stumm un atersadenn savet gant klasad pevare (hag un nebeud tredeidi) deus ar skolaj.
Lakaet e vo ar gaoz kement war ar vicher kazetenner-ez, war ar media enklask Splann !, ha war an teuliad savet ganto diwar-benn an amoniak e Breizh.
Trugarez da Juliette ha Gwenvaël evit bezañ deuet betek Naoned !
TARZH AN NOZ – Gwener 21/01/2022 – Reportaj diwar-benn atalieroù radio e skolaj Diwan Sant-Ervlan gant Tangi Poisson. – Ar gronikenn 2 vunutenn evit kompren. – Lodenn ziwezhañ ar welladenn heñchet...
TARZH AN NOZ – Yaou 16/12/2021 -Atersadenn Xavier Grimault diwar-benn Youn ha Solena hag a zo o klask tutañ ur buhezer·ezh babigoù. – Ur gronikenn diwar-benn ar profoù Nedeleg gant Julia...