Ribines Records : Dj Dako

David lesanvet Dako a zo o tont eus Brest ha kroget eo gant an tekno e penn-kentañ ar bloavezhioù 90 dre an nozvezhioù brudet anvet free party.
Dre e tarempredoù gant a bep seurt tud e Brest, al lec’h Sonic Floor a deuio da vezañ e lec’h karetañ evit seniñ.
A-raok an tekno, Dj Dako a glasko kavout e identelezh « son » gant a bep seurt stil elektro evel an Hardcore, an hardtek pe c’hoazh an Tribe.
E deroù ar bloavezhioù 2000 ober a raio anaoudegezh gant ur sound sistem eus Tregourez anvet Korrils. Ha setu ul liamm kreñv krouet kenetrezo.
Ar miks kinniget deomp gant Dj Dako a zo ur miks hag a zo bet savet e-kerzh un digor kalon, o meskañ a bep seurt pladennoù-du.

Digorit mat ho tivskouarn neuze, plijadur deoc’h ha bevet an tekno !

Pellgargañ

Ribines Records : OR’L

Aozer nozvezhioù PAN-PAN e Naoned, OR’L ‘neus bet tro da bediñ : Tronik Youth, Reno (House of Moda), Paulette Sauvage, Cool Kit, Niv Ast, MontCosmik, Alda, Kino Todo, RAG, Kiddy Smile, Alder, David Shaw, Damon Jee, Ravintsara hag ur bern all c’hoazh.
Er c’houlzad 2016-2017 e oa e karg eus programmadur an nozvezhioù CLUB NUIT el Lieu Unique e Naoned ! Aze ‘noa degemeret : Kiddy Smile, Cosmo Vitelli, House of Modan pe c’hoazh Shaun J. Wright.
OR’l’neus lañset ivez an nozvezhioù Fair-Play e L’escalier Club e Sant-Maloù.

Abaoe 2001 e ped bep miz arzourien etrevroadel evel : Leon Vynehall, Mr Ties, Detroit Swindle, Kink, Jeremy Underground, Kyodai, Marc Romboy, Agoria.

Kas a ra an dud davet dremmwelioù pell, davet diskoachadennoù sonerezh hedoneg.
E sonerezh : Indie-Dance, Dark Disco, Afro-House.


Pellgargañ

Ribines Records : Dj Alpaïde

Gant ur sonerezh teñval ha desachus, an Dj Alpaïde a lako ac’hanoc’h da veajiñ betek harzoù e hollved arzel digor-mat.
Soner ha produer, klask a ra furchal en holl sevenadurioù, amzerioù hag en holl levezonoù tro-dro dezhañ evit kinnig deoc’h ur sonerezh breaké, stokadennet ha dañsus pe c’hoazh hunvreel.
Ur stlapadenn hag ur flouradenn eo.
Ar groove hag ar sioulder pe c’hoazh an trans hag an arvesterezh.

Pellgargañ