Ar gevredigezh

Ur radio kevredigezhel eo Radio Kerne. Ar c’huzul merañ eo a ziviz hag a heul politikerezh ar radio. Kement hini a c’hell bezañ ezel ha kemer perzh (pe get !) e buhez ar radio : kas da benn abadennoù, reiñ h·e sikour war an dachenn deknikel, reiñ da c’houzout ne vefe ket fall ober un abadenn war tra-mañ-tra pe den-mañ-den… a bep seurt doareoù da gregiñ e-barzh zo.

O ledanaat emañ buhez kevredigezhel ar radio gant Radio Naoned. Tud Bro Naoned, kemerit perzh er raktres !

Hep an izili, n’eus ket a Radio Kerne nag a Radio Naoned. Ma plij deoc’h hon abadennoù, hon programm sonerezh, ma faot deoc’h kas pelloc’h an “traoù”…. deuit da vezañ ezel eus ar gevredigezh.

Comments are closed.