Ar skipailh

Seizh implijad hag implijadez a labour leun-amzer evit Radio Kerne hag unan evit ar rouedad radioioù “Brudañ ha Skignañ”. Grit anaoudegezh gante !

Radio Naoned

Marianne Vaidie, animatourez-kazetennerez e Sant-Ervlan

Marianne zo bet e touez an dud yaouank tremenet dre Radio Kerne evit kas ur prantad servij keodedel. Ken plijet eo bet gant ar radio he deus en em stummet war ar micherioù radio goude he servij. Graet he deus mat : an animatourez-kazetennerez holl-vrezhonek kentañ ‘vo e Radio Naoned !

 

 

 

Melaine Looten, rener

Paotr ar c’henurzhiañ, ar paperioù hag an diorren eo Melaine evit Radio Naoned ha Radio Kerne. Ur sapre difi, met prest eo ar paotr da gas koad !

 

 

 

 

Morgane Cotten, animatourez-kazetennerez e Roazhon

Goude bezañ bet skolaerez he deus Morgane heuliet ur stummadur war ar vicher radio. Bremañ emañ o foetañ Bro Roazhon evit produiñ keleier lec’hel e brezhoneg evit Radio Kerne ha Radio Naoned !

 

 

 

Tangi Poisson, animatour atalieroù deskadurezh d’ar mediaioù

O foetañ bro emañ Tangi evit reiñ atalieroù deskadurezh d’ar mediaioù d’ar re vihan ha d’ar re vras. Gantañ e tesker ober gant ar binviji radio, kompren petra eo ur fake news, penaos sevel ur gronikenn ha mil tra all c’hoazh !

 

 

 

 

Radio Kerne

Laëtitia Fitamant, animatourez-kazetennerez e Ploneiz

Klevet a rit mouezh flour Laëtitia dibaoe pell bremañ. Goût a ra deus pep tra, animañ, mont war an dachenn, fardañ kronikoù dibar… Furchal a ra a-gleiz hag a-zehoù a benn diskoachañ keleier diroll ar bed o treiñ. Tro ‘po da glevout anezhi o luskañ an abadenn Re Bell Ganti asambles gant Morgane ha Benjamin.

 

 

 

 Gael Hélary, teknikour ha programatour

Ne vez ket klevet war ar gwagennoù… Labourat a ra kuzh ha didrouz met a-drugarez dezhañ ‘vez sonerezh dispar hag a bep seurt : kelc’hgeriadur ar radio an hini eo, souezhet bras ‘vezomp bemdez gantañ… Lâret a raio deoc’h n’eo ket aes plijout d’an holl gant ar sonerezh ho peus dibabet. Hemañ a garfe a-walc’h chom eurvezhioù-pad o tibab sonerezh, trankil en e gorn mes atav ‘vez galvet ar paourkaezh evit a bep seurt abegoù:

– Gael, an teknik a ya a-dreuz !

– Gael, sac’het eo ma urzhiataer!

– Gael, n’ouzon ket ober…

Setu hep hon teknikour muiañ karet, Radio Kerne ebet !

 

 

Morgane Bramoullé, renerez ar programmoù

Plac’h an internet eo Morgane ha renerez ar programmoù. Ganti ‘vez bouetet ingal hol lec’hienn, hor c’hont Twitter… hag all. Met kavout a ra amzer memes tra evit ober war dro programmoù Radio Kerne, mont war an dachenn, kinnig Re Bell Ganti asambles gant Laetitia ha Benjamin. Enrollañ a ra ivez kronikennoù, feminist, lennegel pe c’hoazh skiantel.

 

 

 

Benjamin Bouard, animatour-kazetenner e Ploneiz

Paotr Breizh Uhel eo Benjamin met ken sot eo gant ar brezhoneg hag ar radio ken eo deuet da labourat er vro ! Un abadenn An Divskouarn o Nijal a ginnig bep sizhun koulz ha Deomp Dezhi, abadenn ar vugale. Div wech ar sizhun e teu da ginnig Re Bell Ganti gant Laetitia.

 

 

 

Tunvezh Gwlagen-Grandjean, kazetennerez e Ploneiz

Tunvezh, plac’h ar vro vigouden ha brezhoneg livet ganti ! Perzh eo deus skipailh kazetennerien Brudañ ha Skignañ. Klevout a reoc’h he mouezh flour abred deus ar mintin er c’heleier hag oc’h atersiñ tud eus ar vro en Divskouarn o Nijal. Kenanimañ a ra an abadenn Deomp dezhi ivez. Bourrus ‘kavoc’h ho amzer ganti !

 

 

 

Tangi Gourtay, skoazeller melestradurel

Paotr ar sifroù, ar goulennoù yalc’hadoù, an taolioù pellgomz eo Tangi. Ober a ra war-dro al labour melestradurel evit ar radio hag an implijidi hag implijiadezed e Ploneiz, Sant-Ervlan hag e Roazhon.

Comments are closed.