An dud a-youl vat

Meur a zen a zo o c’houestlañ amzer d’ar radio evit krouiñ abadennoù, kronikennoù pe traoù all…
Piv int ? Grit anaoudegezh ganto war ar bajenn-mañ.

Radio Naoned

Laorañs, animatourez a-youl vat war Radio Kerne Naoned. Graet he doa radio war Radio Campus pa oa studierez brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2, gwechall-gozh.
Bremañ emañ kelennerez SEGPA en ur skolaj, met pas e Breizh, e bro-Anjev !
C’hoant he doa kenderc’hel gant hec’h entanoù : ar brezhoneg, ar radio, an Istor hag ar sonerezh folk ha blues. Ha setu, gant kalz a blijadur e kinnig deoc’h div abadenn : Teñzor an Istor ha Flik-ha-folk !

Comments are closed.