Adkroget ganti #21

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Gwall ziaes eo disoc’h an enkañ war micherioù zo. Re ar sevenadur a zo skoet kalet. E Douarnenez o deus bet tapet tud ar sevel filmoù, pezhioù c’hoari, koñsertoù, ar boaz d’en em welet reoliek, araok an enkañ zoken. Prepariñ a reont an dazont, par ma c’hellont, met ar pezh a vanka dezhe eo gouzout penaos kontañ war hon dilennidi. Gant Anne Gouerou (Pol Kleweled Douarnenez) Caroline Troin (Rhizomes) hag ur vignonez a gengred gante (Emmanuelle Eon, eus C’hoariva, ur gevredigezh staget he mont en-dro eus politikerezh ar rannvro).
Ouzhpenn ar Vretoned zo: pet amerindian a oa en div Amerik araok ar bloaz 1492?
Yannig Mainguy ha Drian Bernier a c’halv an dud a fell dezhe kaout ar CAP brezhonek war micherioù ar vugaleaj da vont e darempred gante pe gant stummerien ar CLPS e Kemper araok ar 7 a viz Gouhere: emaint o prepariñ an distro-skol.
Oberennoù gant Raoul Dufy zo c’hoazh ouzh mogerioù Mirdi an Arzoù-kaer e Kemper. Gant Annaig Loizel, heñcherez, ouzh mikro Morgane Bramoulle.
Ar Bed o Treiñ : Un diskoachadenn dibar zo bet graet e-kichen Stonehenge: tud Nevzaodvezh ar mein o doa graet poulloù bras divent da stummañ ur c’helc’h gouestlet d’o lidoù.
Keleier gant Erwan Blanchard

Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #19

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
-Kristian Braz zo ouzh mikro Laëtitia evit kaozeal diwar-benn e zastumadeg danevelloù nevesañ, goude ‘Rebetiko’: ‘Kroashent-tro’.
-Bro nemeti ar c’hrampouezh eo Breizh? N’eo ket, er bed a-bezh eo meud an dud vunut, ar beizanted gounezerien edoù, berr o feadra. Met e Landevenneg ez eus bet dizouaret piligoù kozh eus ar 14vet kantved, hag int binvioù bet ijinet espres-kaer evit fardañ krampouezh.
-Ar Bed o Treiñ: Ar vicher a beizant-fonksioner
-Un ali lenn gant Per Miñs-Pegailh: Ur marc’hadour a Vontroulez gant Jakez Konan, ur standard eus al lennegezh vrezhonek
Keleier gant Erwan Blanchard

Pellgargañ

Adkroget ganti #14

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Natacha Floc’h a ra ul labour kannadourez evit an departamant dre ar rouedadoù sokial. Sur eo ha n’eo ket marteze da vroudañ an douristed da zont en-dro er vro!
Peseurt mod emañ ar sindikadoù o prepariñ ar post-enkañ gant ar gouarnamant? André Gars, eus ar CFDT, zo ouzh mikro Tunvezh vGloaguen-Grandjean. Pemp ploaz zo he doa Tunvezh graet ur weladenn da bPer Perennoù, aet diouzhimp un nebeut deizioù zo. Kontet en doa petra ‘oa bet ar skol en e vuhez a vugel ganet en ur familh vras ha paour eus ar Vro Vigoudenn.
Ar Bed o Treiñ: ar globul ruz sintetek a zo dioute!
Un ali lenn gant Per Miñs-Pegailh: love in vain
Keleier gant Tugdual Karluer

Pellgargañ an abadenn