Bac’het en ti #9

Bac’het en ti, an abadenn a bado ur miz c’hoazh da nebeutañ. Savet eo deus saloñsioù reoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, enrollet e chaosonioù ha kaset deoc’h gras da vurzhud ar gwagennoù !

Betek an 11 a viz Mae e pado an dispell, da neuze e ‘tigorfe en-dro ar skolioù ha skolajoù tamm ha tamm. Deus se ‘vo kaoz er gronikenn savet gant Melaine ha Lou, bac’het er gêr gant o bugale.
Fañch Rebours ‘neus savet ur chadenn Youtube evit ar vugale vihan, aterset eo bet gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.
Laetitia Fitamant a gonto deomp istor Mari Difoïd, unan eus skouerioù brudetañ un dougerez yac’h.
Ha Gwenn Meynier a raio deomp un diverradenn eus ar poelladoù sur ha frank a c’heller implijout evit eskemm gant h·e familh ha kenseurt·ez·ed.

Titouroù pleustrek ar c’henfinañ e fin an abadenn.

Maouezed/Bugale, pelec’h kavout sikour : https://urlz.fr/cpbS
Gwriat flotantennoù : https://urlz.fr/cpbW

Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.