Dekadoù a viliadoù a dud oa bet en em vodet d’ar 5 a viz Kerzu 2020 evit diskouez e oant a-enep adreizh al leveoù kinniget gant gouarnamant Emmanuel Macron.
Tangi Gourtay zo o heulian stummadur 6 miz Skol an Emsav, deuet e oa d’ober ur sizhunvezh staj e Radio Naoned. E vikro gantañ e oa bet o rein dorn da Varianne war an dachenn. Klevet e vo amañ atersadennoù Marianne ha Tangi.
Quirion, a-youl vat e Radio Kerne-Naoned zo bet o pourmen e vikro a stal da stal. Tro ‘neus bet da doullañ kaoz gant embannerien koulz ha lennerien. Klevet e vo neuze :
skouer reiñ kentelioù-noz gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
war enezenn Naoned. Ar Solilab a zo ul lec’h 9000 metrad karrez anezhañ gouestlet d’ar bruderezh, d’ar c’henlabour ha da ziorren raktresoù an ekonomiezh sokial ha kengret.
