Ur gronikenn diwar-benn keleier an teknologiezhioù nevez, evit kompren un tamm gwelloc’h penaos ec’h a en-dro ar bed niverel tro-dro deomp ha prederiañ diwar-benn e implij.
Category: Labous web
Labous web : An Afer Pegasus
Diskuilhet ez eus bet e-kerzh an hañvezh 2021 un afer spierezh etrebroadel a-drugarez d’ur meziant diorroet gant an embregerezh NSO anvet Pegasus. Gwelet e vo da gentañ gant piv hag a-enep piv ez eo implijet ar meziant.
Labous Web : Penaos e vez taget ar pellgomzerioù ?
Gant an afer Pegasus eo bet merzet penaos e oa un embregerezh o werzhañ ur meziant implijet evit spiañ kazetennerien hag enebourien bolitikel.
Met penaos eo posupl mont da furchal en un iPhone, brudet evit bezañ unan eus pellgomzerioù surañ a vez war a marc’had?
Labous web : An taos eilad prevez war ar binviji adkempennet
Bewech ma vez prenet ur benveg gant ur gartenn vemor pe un doare all da enrollañ sonioù pe filmoù eo ret pareañ un taos war an eilad prevez. Met daoust a rankout a rafed paeañ an taos-se war binviji a eil-dorn ?