Naoned e Live ! Grit anaoudegezh gant arzourien hag arzourezed ar vro !
Rock, folk, elektro, tonioù rap pe jazz. Gwezh ar miz e kinnigomp deoc’h un eurvezh sonadeg enrollet en hor studioioù.
Naoned e Live ! Grit anaoudegezh gant arzourien hag arzourezed ar vro !
Rock, folk, elektro, tonioù rap pe jazz. Gwezh ar miz e kinnigomp deoc’h un eurvezh sonadeg enrollet en hor studioioù.
Evit mizvezh ar brezhoneg hon eus pedet Garlonn da zont. N’eo ket dianveet hec’h anv ganeoc’h rak tro poa bet d’ober anaoudegezh ganti war leurenn an taol lañs aozet e Langoned da-genver Gouel Broadel ar brezhoneg e miz Gouere.
Deuet eo eus Brest evit kinnig deomp an tonioù he deus kompozet. Ganti war he chouk chakod e gitar akoustek, e koufr an oto un’ brasoc’h c’hoazh … Hini an delenn, ar benveg bras a lakao he c’herdin da zasonin e studio Radio Naoned.
Garlonn a zo 21 bloaz. Kroget eo gant ar sonerezh da 6 vloaz ha da ganan ha skrivan kanaouennoù tro d’he 16 vloaz. Gouest eo d’ober gant meur a venveg : Fleüt treuz klasel, fleüt treuz iwerzhonad, traverso, telenn ha gitar.
He fal : treuzkas deoc’h he bed sonerezh ha splujan ho tivskouarn e-barzh pozioù he c’hanaouennoù.
Harfang ‘zo ul loen-noz, ul labous-noz zoken daou benn dezhañ.
Ur penn da ganañ e bozioù ken kreñv ha ma vijent huchet diwar lein ur menez, kement-se d’en em brouiñ, deomp-ni hon-unan omp bev-mat. Egile da luskañ ha da sardoniñ ur Beat Box nerzhus. An daou asambles, harpet gant riffoù dalc’hus ar gitar tredan, a ra ur sonerezh fresk ha teogus, a dreuzo ho korfoù dre ar son hag ar ster. Momo kaner ha gitarour hag Efaybee begtrouzer zo deuet da ginnig o strollad Harfang e studio Radio Naoned.