Devezh etrebroadel ar radioioù eo an 13 a viz C’hwevrer. War Radio Kerne ha Radio Naoned e lidomp ar radioioù en un heuliadenn abadennoù, dielloù ha krouidigezhioù nevez. Istor ar radioioù kevredigezhel, Radio Chiapas, Radio ar C’hap, 20 vloaz Radio Kerne hag ar radio e Bro Naoned, setu 5 abadenn a ro enor d’ar son ha d’ar gwagennoù.
Category: Sizhun ar radio
Sizhun ar radio – 5 – Radioioù kevredigezhel Naoned…
…o deus skignet brezhoneg !
Kalzig a radioioù kevredigezhel a zo pe a zo bet e Naoned ! Ha n’eo ket bet gortozet krouadur Radio Naoned evit skignañ brezhoneg war gwagennoù kêr Anna Vreizh.
Yves Averty ‘neus bet tro da labourat e radioioù morlaer koulz hag e radioioù kevredigezhel hag a zo bev c’hoazh an deiz a hiziv. Kontañ a ra deomp e avañturioù e Radio Libre 44, CFM 94.8, Turbulence FM, PRUN, Radio Atlantique, Radio Sud Loire, Jet FM hag Alternantes FM.
Klevet e vo ivez Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Hoel Mahé. Int a splujo en o eñvorennoù don p’o doa lusket abadenn Kazh-Gwenn e fin ar bloavezhioù 1990. Bugale skol Diwan Naoned e oant pa oa bet sevenet un heuliad abadennoù war Jet FM, asambles gant o c’helenner Jerald Ar Go.
Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie.
Sizhun ar radio – 3 – Radio Kap
Ur veaj e istor ar radioù libr !
Fabienne Lavigne ha Jean Moalig o deus kemeret perzh e avañtur Cap Fm staliet e Treboul ha komañset da skignañ e 1983.
Sizhun ar radio – 2 – Radio Abejas ar Chiapas
Un abadenn ispisial enrollet e Acteal er Chiapas gant Kadvael ha Jos, daou vreizhat aet da veajiñ du-hont.
En darempred emaint gant ar gevredigezh ESPERANZA CHIAPAS, lañset nevez ‘zo ganti ar raktres da sevel ur radio kumuniezhel e yezh Tzotzil : RADIO ABEJAS. Emaoc’h o vont da glevet an abadenn gentañ savet ganti e brezhoneg. Kaoz a vo dreist-holl deus lazhadeg Acteal, c’hoarvezhet 18 vloaz ‘zo, d’an 22 a viz Kerzu 1997.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Céline Soun deus ar gevredigezh LA OBRA staliet e Douarnenez hag a labour ivez e Ixcan er Guatemala. Anavezout a ra mat Acteal ha stad an traoù du-hont. Savet eo bet an abadenn gant Brieg Moal.