Gwenn Meynier a ginnig deomp LABOUS WEB, ur gronikenn da lakaat ar gaoz war an teknologiezhioù nevez, evit kompren un tamm gwelloc’h penaos ec’h a en-dro ar bed niverel tro-dro deomp ha prederiañ diwar-benn e implij.
Aesoc’h eo bremañ gant an urzhiataerioù anavezout dremmoù an dud. Hag ur mennozh mat eo leuskel ar gouarnamantoù hag an embregerezhioù bras korvoiñ an deknologiezh-se evit o ezhommoù ?