Soñj ‘peus, warlene oa kinniget deoc’h un abadenn diwar-benn Merc’hed en Istor Bras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din
skignañ. Setu neuze an eil !
En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-vor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ ‘noa lâret e oa dañjerus al louzoù-amprevaned, hag evit echuiñ, ur plac’h a orin deus ar vro : Joséphine Pencalet, deus Douarnenez, ar vaouez gentañ a voe dilennet e Frañs. War-sav merc’hed neuze !
gant porzh Naoned-Sant-Nazer evit sevel ul lec’h eko-teknologel war 110 hektarad ha 51 hektarad a takad-gleborek en o zouez.
