Ar bloaz-mañ e labouro Radio Naoned asambles gant skolaj Diwan Liger-Atlantel evit kinnig ur programm deskadurezh d’ar mediaoù d’ar re 4e. Marianne Vaidie a raio war-dro luskañ an atalieroù, diskouez d’ar re yaouank penaos vez skrivet ur gronikenn radio, penaos vez kaset un atersadenn, displegañ dezho petra eo ur reportaj… Lakaet e vo ar gomz ivez war implij ar rouedadoù-sokial ha pouezet e vo war dañjerioù ar Fake News.
Pennad Ouest-France d’ar 14 a viz Here 2019