– Atersadenn Julien ezel eus ar c’henstroll La Commune diwar-benn ul lec’h emveret nevez e karter Pont-Rousseau e Reudied. Hag e vo klevet ivez Julien Cazenave. Gant e vignonez o deus divizet reiñ un anv okitaneg d’o merc’h. Un anv aotreet e Belgia ha nac’het e Bro Frañs.
– Ar gronikenn Ouzhpenn ar vretoned zo.
– An diskouezadeg” Celtique ? ” Da welet e mirdi Breizh e Roazhon a vo diskoachet a-hed ar sizhun gant Paskal Nignol.
– Tonioù ar strollad a-vro Naoned Hocus Pocus da selaou a-hed ar sizhun.
Tag: Arzoù
TARZH AN NOZ – Meurzh 22/02/2022
– Atersadenn Klez Brandar diwar-benn e levr Lusk Dizehan.
– Ar gronikenn Desaver Buzhug gant Léo Gefard-Michel.
– Ewen Averty bet e-touez ar skolajidi gentañ e skolaj Diwan al Liger-Atlantel.
– An ton “Les idées brûlent” gant ar strollad Mohican.
Atersadenn Klez Brandar : arzour ha foeter bro
Klez Brandar a zo ur paotr hag en deus beajet kalz en e vuhez, bremañ emañ o chom e Praha e Bro-Dchekia abaoe un nebeud bloavezhioù.
Embann a raio ul levr arzel anvet Lusk Dizehan 06 a-benn nebeud.
Displegañ a raio deomp penaos eo ganet mennozh al levr arzel-mañ ha dont a rimp en-dro war ar pezh en deus graet hag embannet dija.
Rak Klez Brandar a zo ur paotr plijet gant a bep seurt traoù, ar poltriji, ar sonerezh, ar sinema … Nag a draoù da ziskoachañ gantañ.
https://www.youtube.com/channel/UCKreMZ9-Akl5WjVOFKmff4g
https://www.facebook.com/Klez-Brandar-362809187201167
Atersadenn Fañch An Henaff : E oberenn e Sant-Ervlan
Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) ha kreizenn Yezhoù ha Sevenadur o deus pedet ar grafour Fañch An Henaff da skritellañ e labour e sal diskouezadegoù Yezhoù ha Sevenadur.
Ul labour levezonet gant ur vuhez sevenadurel ha sokial e Breizh.
Gantañ e vo lakaet ar gaoz war ar graferezh, e levr embannet e miz Ebrel 2019, “Skeudennoù : Images et Point de vue” hag an diskouezadeg.
Un atersadenn lusket gant ur weladenn aozet evit stajidi Skol an Emsav.
NOTENNIT EN TEZIATAERIOÙ : KDSK ha Yezhoù ha Sevenadur a ro emgav deoc’h d’an 28 a viz Meurz da 3e evit astenn ar gaoz gant Fañch An Henaff. E ti Yezhoù ha Sevenadur e vo skignet ar film GrafHerezh *: Fañch Le Henaff, portrait, Fañch a responto d’ho koulennoù goude ar skignadenn. Gallout a reot prenañ e levr Skeudennoù : images & points de vue digantañ a lakaat anezhañ d’e sinañ.