– Virginie Pronost a ginng deomp Miltamm, unan eus al loreidi er rummad embregerezh evit Prizioù dazont ar brezhoneg.
– Ar gronikenn Buhez Bro-Naoned.
– Poull-neuial Sant Georges e Roazhon gant Lena Louarn.
– An ton« Ni morte ni connue »gant Mansfield Tya kinniget gant Marianne.
Tag: BBNA
TARZH AN NOZ – Merc’her 15/09/2021
En abadenn fenoz :
– Christophe Grandjean, soner, a vo asambles ganeomp. Dont a raio maez e bladenn “Trouz kerdin hag all” e deroù miz Here. Un digarez d’ober anaoudegezh gant ar bozouki
– Buhez Bro-Naoned: Dizoloet ez eus bet gant Marianne Vaidie ur gevredigezh, Yezhoù ha yec’hed hec’h anv
– Trede rann hon heuliadenn kinniget gant Morgane Cotten : diskoachañ ker Roazhon a-dreñv daoulagad Lena Louarn.
– Hag un ton all da selaou gant ar strollad Inüit
Buhez Bro-Naoned : Tavarn Le Petit R
An davarn gevredigezhel Le Petit R a zo staliet e Sant-Ervlan. Laure ha Tiphaine, izili ar c’huzul-merañ, o deus displeget hiroc’h da Varianne.
Ouzhpenn evañ ur banne kafe pe chug-avaloù e c’heller ivez kemer-perzh d’an darvoudoù aozet gant ar gevredigezh.
Atalieroù a bep seurt a zo kinniget ganto ha lakaat a reont ivez ar stalioù lec’hel de gemer perzh.
Ur raktres brav evit krouiñ liammoù gant an holl, tud ar c’harter pe c’hoazh annezidi Goueled Antr ha Koeron.
Buhez Bro-Naoned : Ar gevredigezh Rien qu’un chromosome en +
Marianne a glask bepred gouzout hiroc’h war ar pezh ar c’hoarvez e Bro-Naoned. Bet eo o toullañ kaoz gant Elodie a zo perzh eus ar gevredigezh Rien qu’un chromosome en + ! Displegañ a ra deomp petra a ra ar gevredigezh evit skoazell an dud o deus bugale trizomek. Ur sikour melestradurel, alioù fur, met dreist-holl e sikour ar gevredigezh an darempredoù etre tud ar vugale, dezho da eskemm asambles war an diaesterioù hag ar perzhioù mat. Sed aze eskemmoù a-bouez !