FLIK HA FOLK #11

Demat deoc’h holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn e selaouit pizh bep Yaou pe bep Sul pa ne oarit ket petra ober pa n’emañ ket brav an amzer er-maez, an abadenn Flik-ha-Folk, hoc’h abadenn  sonerezh blues, bluegrass ha folk !
An Diskar-Amzer a zo erruet, an Hañv ne vo ket pell, neuze eo poent distreiñ dindan ar plaidoù, evañ un tasad chokolad gant laezh ha selaou sonerezh ha tonioù a-feson.
Evit en 11vet abadenn e vo kinniget deoc’h ur meskaj deus un tamm pep lec’h.
Prest da veajiñ e Bed ar folk, ar blues pe ar bluegrass ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !


Pellgargañ

Flik ha Folk #6

Setu adkroget eo hoc’h abadenn muiañ karet, Flik-ha-Folk war Radio Kerne-Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass.
Klasket ‘vo, a-hed ar bloaz, lakaat ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant tonioù ha sonioù a bep seurt c’hoazh.
Hag evit ar 6vet abadenn e vo selaouet ouzh tonioù folk, blues pe bluegrass eus un tamm pep lec’h.

1- Bert Jansch – Needle Of Death
2- The Petersens – Jolene
3- Ray Charles – What I’d Say
4- Zora Young – Brain Damage
5- George Harrison – My Sweet Lord
6- First aid Kit – My silver lining

Pellgargañ an abadenn