Brendan Budok Durand-Le Ludec en deus krouet ur strollad echedoù e brezhoneg war Facebook hag ur chadenn Youtube evit reiñ
un nebeud kentelioù evit ar re a fell dezho deskiñ. Gall a reoc’h ivez selaou ouzh Brendan o tielfennañ partiennoù evel hini Ian Nepomniachtchi a-enep Kirill Alekseenko, c’hoarierien a vicher.
Kaoz e vo ivez eus ar merc’hed e-barzh bed an echedoù hag an heuliad tele The Queen’s Gambit en eus graet berzh en diskar-amzer 2020.
Facebook : https://www.facebook.com/groups/288269729441398
YouTube : https://www.youtube.com/channel/UCM5sv4iId_zGC3iF0uiHp6Q
oant da gerc’hat o levrig familh… Met unan divyezhek galleg / brezhoneg o doa goulennet kaout. Laouen e tle bezañ an dud yaouank gant an degemer en abeg ma oa ar wech kentañ da di-kêr Naoned lakaat embann paperioù ofisiel e brezhoneg. Marianne Vaidie a oa war al lec’h ivez da enrollañ soñjoù Brendan Guillouzic-Gouret. Un arouez eus ar c’hentañ eo ivez hervez Visant Roue anezhañ rener Pol Studi ha Diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg.
