En abadenn-se, evit fin ar sapre bloavezh-se brein-tre hag evit lidañ unan nevez hag a vo gwelloc’h ‘michañs, e vo kaoz eus istor gwir an Tad-Nedeleg, istor kala-bloaz (deiz kentañ ar bloaz) hag echuet ‘vo gant uR souezhadenn vihan. Degemeret ‘vo ivez Marianne a gomzo deomp deus gwastell ar Rouaned.
Maiwenn Raynaudon-Kerzhero a zo eil penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Embannet he deus e miz Kerzu ul levr anvet “Kenavo ? Petites choses amusantes et étonnantes sur la langue bretonne et les bretons”.
N’eo ket ul levr evit deskiñ brezhoneg met kentoc’h evit kompren ar yezh ha reizhañ mennozhioù pe raksoñjoù diwar-benn Breizh pe c’hoazh istor ar vro hag he sevenadur.
Klez Brandar a zo ur paotr hag en deus beajet kalz en e vuhez, bremañ emañ o chom e Praha e Bro-Dchekia abaoe un nebeud bloavezhioù.
Embann a raio ul levr arzel anvet Lusk Dizehan 06 a-benn nebeud.
Displegañ a raio deomp penaos eo ganet mennozh al levr arzel-mañ ha dont a rimp en-dro war ar pezh en deus graet hag embannet dija.
Rak Klez Brandar a zo ur paotr plijet gant a bep seurt traoù, ar poltriji, ar sonerezh, ar sinema … Nag a draoù da ziskoachañ gantañ.