Gaouiad !
Gevier ha gevier c’hoazh, evit ar blijadur hag evit skrapañ un nebeud roubl digant an Aotrou. Ar wirionez hag ar gaou
Daou geneil paour o vont gant an hent, unan a soñj eo ret bevañ er wirionez, hag an eil eo ret ober gant ar gaou. Kriz eo an degouezh. Ha setu ma teu diaouled o nijal. Diaes ober e vennozh.
Gwenola Kerreg ‘zo kasourez e skolaj Diwan Liger-Atlantel e Sant-Ervlan. Ar bloaz-mañ he deus lañset ur raktres krouiñ ul liorzh gant ar skolajidi hag ar skolajadezed.
Treiñ an douar, touzañ al leton, plantañ gwez, hadañ legumaj pe sevel ul loch evit an amprevaned… A bep seurt a vez graet gant ar re yaouank. Ha laouen int o teskiñ ober war-dro an natur.
Marianne zo bet gant he sac’had goulennoù hag he sonenroller o kaout Gwenola. Homañ a gont pegen pouezus eo e 2020 lakaat tud yaouank da labourat er-maez ha d’ober war-dro an douar… En un doare fetis !
Paulette Sauvage a implij an tekno evel ur goaf hag ur skoed, plijout a ra dezhi c’hoari gant an dislavaroù. Brañsellat a ra he setoù etre ar yenijenn, an tommder, an tizh hag ar gorregezh. Un doare tekno deep, da lâret eo don ha diempret gant ur groove dic’hortoz. Sonerezhioù an amzer-tremenet o taremprediñ gant sonerezhioù a-vremañ hag a lak ac’hanomp d’en em santout bev en un doare difin. Sonet he deus e gouel Astropolis, evit an darvoud Wet For Me e La machine du Moulin Rouge pe c’hoazh evit ar Made Festival e Roazhon. Deiziataet eo ivez e Naoned evit an darvoud Usées Coutumes, Lunacy, les gouters électroniques pe c’hoazh Sweatlodge.
Gwenaelle Bizien ‘zo skolaerez e Diwan Naoned, sot gant ar bageal-dre-lien eo ivez. Anat e oa dezhi neuze e vije bet lakaet ar gaoz war ar Vendée Globe gant bugale he c’hlasad ! Asambles gant tad ur bugel o deus darempredet gant ar Skipper Louis Burton ha divizet krouiñ ur c’henlabour. Ar re vras hag ar re CP a c’hello neuze heuliañ ar redadeg war vor, met ivez, ober anaoudegezh gant geriaoueg ar mor, al loened dour, ar bigi…
Marianne Vaidie zo bet o toullañ kaoz gant Gwenaelle Bizien. Ha klasket he deus gouzout un tamm hiroc’h war munudoù ar c’henlabour-se.