Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac’h.
Ha deuet int a-benn da ginnig deoc’h abadennoù deus ar c’hentañ.
Gourc’hemennoù dezho !
Evit an abadenn gentañ hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez.
Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Louise Michel hag Anjela Davis.
Animatourien·ezed : Mila, Yuna hag Ambre
Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Amaia, Loann, Ethan ha Mila.
Atersadenn Louise Michel : Ambre ha Yuna
Atersadenn Anjela Davis : Amaia ha Loann
Maiwenn ha Bleuenn a ginnig deoc’h ar ganaouenn SLT kanet gant Suzanne.
Noah ha Damien a ginnig deoc’h Rebell Girl gant ar strollad punk Bikini Kill.
Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d’ar skolajidi ha d’ar skolajadezed.
Tag: brezhoneg
JABADAO #3 : Er mareoù teñval e vevomp
Start ar mare hag emañ ar bed o vont da goll. Posubl e vije bet selaou ouzh muzik a cheñch an imor, met ket. Klevet e vo kentoc’h son ur bed a zo o vont da gousket. Gant muzikoù a sort post-bennak hag un dra-wave, deus ar bloavezhioù 80 dreist-holl, deus Frañs (OPERA DE NUIT, DEUX, MARIE MOOR, KAS PRODUCT, TRISTESSE CONTEMPORAINE), Kanada (NOMEANSNO), ex-Yugoslavia (PARAF), Breizh (LITOVSK), Spagn (ESPLENDOR GEOMETRICO), USA (CRASH COURSE IN SCIENCE), Breizh-veur (OMD), Russia (UTRO), Alamagn (RHEINGOLD).
Da glevet en abadenn :
NOMEANSNO – Dark Ages
PARAF – Javna Kupatila
LITOVSK – Ce qui ne fut pas
CRASH COURSE IN SCIENCE – It cost’s to be austere
ESPLENDOR GEOMETRICO – Moscù està Helado
OPERA DE NUIT – Invitation
DEUX – Paris Orly
MARIE MOOR – Pretty Day
KAS PRODUCT – So young but so cold
RHEINGOLD – Dreiklangsdimensionen
‘B>-B> =5 B> B2>@8BAO
TRISTESSE CONTEMPORAINE – Girls
ORCHESTRAL MANOEUVRES OF DARK – Electricity
Atersadenn Mael : Ar soubennoù kengred
Tud ‘zo en em vodet e karter Dalby e Naoned da sevel ur c’henstroll nevez “Les Soupes Solidaires”. Gwech ar sizhun e vez fardet boued ha roet digoust d’an neb ‘nije ezhomm. Evit ma vo padus an intrudu o deus ezhomm tud ar c’henstroll donezonoù boued met ivez maskloù pe testenioù dilec’hiañ. Mael zo bet o reiñ dorn er soubennoù kengred, lavarout a ra da Varianne Vaidie ar perak hag ar penaos eo bet krouet ar strollad-mañ.
Atersadenn Amandine hag Alice : Ar gevredigezh Gwelet ‘vo
Abaoe 2018 ez eus moaien deskiñ brezhoneg dre gentelioù-noz e Redon. Amandine Streff zo prezidantez ar gevredigezh Gwelet ‘vo hag Alice Chour-Darmes sekretourez. Respontet o deus int o-div da c’houlennoù Marianne Vaidie.
Lec’hienn Gwelet ‘vo