An dud a ra eus Kristof ur paotr diskiant. Gwell ha se ! Lezet eo da c’hoari ha da vale. Un deiz e kav ur peskig hud. Hag e vo kemmet e vuhez plijus gant ar peskig-se ?
Da vonuz, un diverrañ eus avanturioù Per ar Sod a zo ur c’henderv italian kozh da Gristof.
Nicolas zo kaner Rap dindan an anv Sawa, buhezour e skolaj Diwan Liger-Atlantel hag e penn an embregerezh dilhad Penaos. Sed amañ danvez evit ma savo Marianne e boltred. Tremenet eo neuze dre studio Radio Naoned da vezan aterset !
Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad”, ur gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !