– John Kelly, test ouzh lazhadeg Derry 50 bloaz’zo ouzh mikro ar c’hazetenner Tudi Crequer.
– Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned ‘zo gant Benjamin Bouard.
– Heuliet ‘vo Lena Louarn e straedoù Roazhon.
– Ton kentañ ar strollad diskoachet gant Marianne Vaidie, Mansfield Tya.
Tag: Bro-Iwerzhon
Distruj #18 : Iwerzhon
Goude ur veaj etre Belfast ha Derry ar miz paseet e chomo lamponed Distruj war an enezenn. War-zu ar Republik e yelo Mouli ha Tangi hiziv ganeoc’h. Deus ar bloavezhioù 80 betek bremañ, deus ar folk betek ar punk o tremen dre an Oi !, ar C’hrust hag an D-beat, deus Dulenn betek Cork pe Galway, kaset e vioc’h ganeomp da foetañ bro en Iwaerzhon.
Ha goude an abadenn e aliomp deoc’h sellet deus ar film Crock of Gold a gont istor Shane MacGowan.
Da glevet en abadenn :
The Pogues – Boys From The County Hell
Radiators From Space – Television Screen
The Vipers – I’ve Got You
Paranoid Visions – Strange Girl
Virgin Prunes – Caucasian Walk
Sultans Of Ping FC – You Talk Too Much
The Jollars – The Fight
The Nilz – New Underground
Rats Blood – Dublin’s Got HC
Rats Blood – Alive In The Fight
Putrefaction – Become Death
Bacchus – Devoted To Shit
Fontaines DC – Dublin City Sky
Portmagee gant Joël Le Callonec
Bet eo Joel o vakañsin e Bro-Iwerzhon. Erruet war-zu Portmagee, e kornog ar vro en doa diskoachet e oa ul liamm etre Naoned ha Portmagee. Met pehini ?
Belfast gant David Le Bourhis
Ma fell deoc’h mont da veajiñ ha gweladenniñ Belfast dreist-holl … David Le Bourhis a ginnig deoc’h ur gronikenn a sikouro ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant kêrbenn norzh Bro-Iwerzhon.