Setu erruet an diskar-amzer ha liv ar velkoni a-raok ar mizioù du gant eil abadenn JABADAO!. Hiriv e vo klevet strolladoù rock
dispar eus ar bloavezhioù 80 (GLORIOUS DIN, TELEVISION PERSONALITIES, THE MODERN LOVERS), raleteoù ar bloavezhioù 70 (RICHARD AND LINDA THOMSON, INDEX), mojennoù istor ar muzik (MARIANNE FAITHFUL, THE VLEVET UNDERGROUND), met ivez traoù nevesoc’h gant STRANDED HORSE, LEWSBERG, EERIE WANDA hag evit echuiñ un ton folk klasel gant DONOVAN.
Ur pennad-skrid diwar-benn GLORIOUS DIN
https://www.brain-magazine.fr/article/news/31630-Tresor-cache-Glorious-Din
Atersadenn ur paotr en deus skrivet ul levr diwar-benn Daniel Treacy (TELEVISION PERSONALITIES)
https://gonzai.com/television-personalities-la-vie-cramee-de-lange-dan-treacy/
DA GLEVET EN ABADENN :
STRANDED HORSE – What difference does it make?
MARIANNE FAITHFUL – With you in mind
RICHARD AND LINDA THOMSON – Withered and died
THE MODERN LOVERS – Hospital
GLORIOUS DIN – Stilt walkers
GLORIOUS DIN – Cardboard boxes
INDEX – Fire eyes
LEWSBERG – The smile
EERIE WANDA – I am over here
TV PERSONALITIES – Part time punks
THE RACONTEURS – Now that you’re gone
THE VELVET UNDERGROUND – Pale blue eyes
DONOVAN – Catch the wind
Krouac’han. Unan anezho en deus graet ha c’hoarvezet eo gantañ troioù souezhus. Ur gwir sorbienn hud.
an tamm douar patatez-mañ. Vejetarian anezhañ, Pierre a gemer perzh ivez e strolladoù-stourm a-enep d’ar chase. Daoust m’eo dañjerus-mat stourm war an dachenn ez a Pierre alies da enebiñ ouzh chase war varc’h. Tremenet eo e studio Radio Naoned da zisplegañ ouzh mikro Marianne Vaidie penaos eo douget gant e stourmoù.
don ar muzik, muzik a bep seurt a blij dezhañ. En abadenn gentañ-mañ e vo selaouet tonioù leun a heol ha karantez evit lidañ an hañv ! Klevet ‘vo muzik ar Stadoù-Unanet eus ar bloavezhioù 50 (Professor Longhair, Wanda Jackson, The Coasters), ar bloavezhioù 60 (Nancy Sinatra & Lee Hazlewood), deus ar bloavezhioù 70 (Allman Brothers Band), un TUB ska mil-vrudet (Millie Small), un ton dibosupl da glasañ gant ur paotr eus an enezeien Bahamas (Exuma), ur c’haneur eus an Indez (Mohamed Rafi), Calypso (Harry Belafonte, Lionel Belasco), Surf music (The Chantays), Rock psyché (Choc, The Psychotics) ha Rock a Vro-Iwerzhon (Van Morrison) evit echuiñ.
