Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c’halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegen direizh eo stad an traoù.
Xavier Grimault zo tad er skol ha perzh eus skipailh BEV : Brezhoneg Evit ar Vugale, ar c’huzul skoazell a glask rastellat arc’hant evit lakaat ar skol da vont en-dro. Testeni a ra d’an diaesterioù arc’hant liammet eus ar fed ne vije ket paeet ar skodenn-skol.
Ur skipailh dileuridi ha dileuriadezed a oa sañset bezañ degemeret gant Rektor Naoned. Gireg Ar Gevel skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan a lâr hiroc’h deomp eus disoc’h an emgav-mañ.
Tag: BZHG
Atersadenn Paskal Nignol : Penaos ‘mañ kont gant mirdi Breizh
Marianne he deus bet c’hoant kaout keleier eus Roazhon, ha dreist-holl eus mirdi Breizh. Ha setu-hi o pellgomz da Baskal Nignol hanterour sevenadur anezhañ. Kontañ a ra deomp penaos o deus troet an traoù er mirdi e-pad ha goude ar prantad enkaeañ.
Yarig vihan ruz
Ur wezh e oa ur yarig vihan ruz… Ha piv n’en deus biskoazh klevet gerioù kentañ ar sorbienn-se ? Lavaret eo gant Valérie, hag Annie a lavaro ur sorbienn mil anavezet all hag a blij kement d’ar vugale : “roul galetezenn”… Da echuiñ e vo selaouet ouzh ur sorbienn dianav eus Bro-Iwerzhon : “Ar wastell hud”. Dianav ?! Selaouit mat…